Keleier ar vro d'ar Merc'her 2 a viz Gwengolo 2026
Embannet eo ar c'heleier gant Benjamin Bouard.
Krog eo ar skol en-dro !
Kinnig a reomp deoc'h selaou tri skoliad eus skol Diwan Kastell-Paol e Bro-Leon, asambles gant ar renerez Kristell Blouet.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Atalerioù evit kourajiñ an dud da lakaat o bugale er skol Diwan.
Meur a wech e-doug ar bloavezh-skol e vez kinniget "staligoù", atalerioù d'an dud e skol Diwan an Oriant, evit ober anaoudegezh gant ar skol brezhonek dre soubidigezh. Erell Coupier a vo klevet er reportaj-mañ hag emañ he bugale e skol Diwan an Oriant.
Ur reportaj gant Aodren Trehin.
Ha da glevet er c'heleier ivez :
Serge Papin, ministr an Ekonomiezh, oc'h enebiñ ouzh ar fast fashion.
Serret an nor da gig-bevin digaset eus ar Brazil d'an Unvaniezh European.
Ar chekenn "grand rouleur" a vo lakaet e plas en-dro.
Ne chom ket rakig ebet ken e Breizh.
Marv eo Charles Josselin.